Radio Arvorig FM

[

Listen Live

]

Bez'ez eo Arvorig FM ur radio nann kenwerzhel bet savet e 1995 e Brest evit kas war-raok er brezhoneg er madiao� ; pal kenta� ar gevredigezh Ar Skino� a voe sevel ur radio e brezhoneg penn da benn, ar pezh a voe graet d'an 18 a viz Mezheven 1998, pa voe kroget da skigna� war vro Landerne a drugarez d'ur freka�senn FM, an 91.7, bet roet deomp gant ar CSA (Kuzul Uhela� ar C'Hlevelet). Savet e voe ur studio e Kommanna e Menez Are, un 250 metr bennak a-us da live ar mor (tost an uhela� e Breizh, neuze, nepell eus stign bras ar Roc'h Tredudon). O ta... See more

Landerneau FM|91.7
0298303155
Parc d'innovation de Mescoat,29800 Landerneau
Bez'ez eo Arvorig FM ur radio nann kenwerzhel bet savet e 1995 e Brest evit kas war-raok er brezhoneg er madiao� ; pal kenta� ar gevredigezh Ar Skino� a voe sevel ur radio e brezhoneg penn da benn, ar pezh a voe graet d'an 18 a viz Mezheven 1998, pa voe kroget da skigna� war vro Landerne a drugarez d'ur freka�senn FM, an 91.7, bet roet deomp gant ar CSA (Kuzul Uhela� ar C'Hlevelet). Savet e voe ur studio e Kommanna e Menez Are, un 250 metr bennak a-us da live ar mor (tost an uhela� e Breizh, neuze, nepell eus stign bras ar Roc'h Tredudon). O tastum nerzhio� omp bet abaoe penn kenta� ar radio ha brema� ez eus pemp den gopret da labourat ganeomp (4 da ober abadenno�) ; politikerezh ar radio a vez divizet gant kuzul_mera� ar gevredigezh Ar Skino�.

Dont a ra an arc'hant eus Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn ar Bed ha eus un aozadur stad (FSER : Fond de Soutien � l'Expression Radiophonique).

Abaoe ar penn kenta� e vez skignet abadenno� komzet e brezhoneg nemetken ha sonerezhio� mesket eus ar bed a-bezh.

En abadenno� komzet e kaver dreistholl keleier sevenadurel, reportajo� ha kroniko�. Muioc'h mui a abadenno� a vez, a drugarez d'ar skipailh a zo aet war gresk ha d'an dud a youl vat a zeu da ginnig deomp kas da benn abadenno� a bep seurt diwar-benn ar pezh a blij dezho, gant sikour implijidi ar radio.

Troet eo ar sonerezh war-zu Breizh hag ar broio� keltiek eveljust, hogen e kaver trao� a bep seurt toud, eus ar rok betek sonerezhio� ar bed pe "world music". Kement-se a ya d'ober ur radio n'eus ket e bar e lec'h all hag unan a vez selaouet gant a bep seurt tud, memes lod n'int ket brezhonegerien.
© LogFM.com, 2009-2024 (2024-03-26,06:55:28)